en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

30 faskour 'neunt taget pratikoù Le Café de la Plage 'ba Brest

30 faskour 'neunt taget pratikoù Le Café de la Plage 'ba Brest

1500 den ouzh ar faskourien. Disul da noz ‘oa bodet kalzig a du ‘ba Brest evit lakaat war wel an darvoud ‘oa c’hoarvezet disadorn noz ‘ba plasenn Guerin, chouk d’an tavarnioù. Etre 20 ha 30 den kuzhet o fenn ‘vit lod, armed evit lod all ‘neunt taget pratikou tavarn Le Cafe de la plage : taolet an taolioù warno, roet taolioù bizhier base-ball dezho, gloazet un nebeut tud ha spontet an holl. 'Pad pemp munutenn eo bet feuls tre ‘evel ‘pezh ‘zo diskouezhet gant ur video filmet gant un den zo o chom nepell eus plasenn Guerin… Disul da noz ‘oa manifestet eus plasenn Guerin beket plasenn ar straed Siam dindan luganoù « Brest Anti fa » pe c’hoazh « Ni zo tutti anti fasciti ». Roomp ar gaoz d’un nebeut manifesterien… War blas ‘oa Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio